Taolit evezh, tudoù ! Sellit mat ouzh ho krevier, diwallit ho marchossioù ! Krog eo al loened da redek ar festoù-noz d’o zro ! Ar pemp-mañ, da skouer, a ginnig deoc’h un dimeziñ sort ’peus ket klevet alies : etre ar c’han hag ar binvioù sonerezh (bombard, gitar, violoñs). Deuet e lod gant pep hini: lusk ha stumm an dañsoù gant ar ganerien, ijin ha liv gant ar sonerien ; sed amañ loened ne glaskont ket pemp troad d’ar maout, ’met lakaat ho treid da nijal hag ho kalon da ganañ. Ha goude ma ’h int loened fall, diouzh an digemer a zo bet graet dezhe dre ar vro betek-hen ez eus tu da grediñ n’int ket loened didalvez.

 

Ken ar wech all, 'ba'n ur fest-noz (pe fest-deiz) bennaket, e Breizh, Bro C'hall pe 'lec'h all c'hoazh...

photo Véronique Le Goff
photo Véronique Le Goff